Steudad Durruti

Izili ar Steudad Durruti, e-kreiz dirak Mohamed Saïl

Ar Steudad Durruti a voe ar steudad anarkour vrudetañ aozet e-pad Brezel Spagn. Kaset e voe gant Buenaventura Durruti eus kreiz 1936 betek e varv d'an 20 a viz Du 1936. A-bouez e voe perzh ar steudad a-fet sikour ar Republik spagnol e Madrid pa oa taget gant ar re a save a-du gant Franco. Goude marv Durruti e teuas e strollad da vezañ ul lodenn eus arme ar Republik, evel an holl vagadoù anarkourien, sokialourien ha komunourien all.

Soudarded ar golonenn Durruti, war an tu dehoù gant ar gasketenn Louis Mercier-Vega
Strollad etrebroadel ar golonenn Durruti e-pad intramant Buenaventura Durruti, d'an 23 a viz Du 1936 e Barcelona.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy